Keleier ar vro d'ar Merc'her 24 a viz Even 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard
'Ba Kemper e komañs al liorzhourien gêr da 6e gant o labour!
Tomm gor e oa an amzer dec’h e Kemper, evel e pep lec'h e Breizh. Rankout a ra pep hini azasaat e vod da vevañ hag e vod da labourat evit ober eus ar gwellañ diouzh an amzer. Thomas Moysan a zo liorzhour e takadoù glas kêr Gemper. Divizet en deus e skipailh cheñch ec'h eurvezhioù labour ha kregiñ da 6e mintin ar sizhun-mañ... Reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
Damserret e oa skol Diwan Penharzh dec'h
Goulennet o deus skolioù Diwan Kemper na chomfe ar vugale er gêr ma oa posupl evit o familhoù, pe c'hoazh kas ar vugale d'ar skol diouzh mintin hepken. Rak re domm eo savadurioù zo. Didud e oa ar porzh skol e Skol Diwan Penharz hiziv da vare an ehan kreisteiz...Lino a oa ar bugel nemetañ eus e glas da vezañ deuet... Klevet 'vo ivez Thierry ar Ster, skolaer anezhañ. Reportaj gant Metig Jakez-Vargas.
E brezhoneg 'neunt tremenet c'hwec'h lisead an arnodenn math evit ar bak
Prantad an arnodennoù eo e fin ar blez. An 12 a viz Mezheven, e oa miliadoù a liseidi e Breizh hag e Frañs e tremen ar bak matematikoù. Respont e brezhoneg, setu un dibab kalonek a zo bet graet get 6 lisead e kentañ klas e lise Diwan Gwened. Nec’het e oa ar grennarded dre ma ne ouient ket ma vehe bet asantet o c’hopiennoù pe pas. Get o c’hevredigezh An houlenn o deus skrivet ul lizher digor d’ar rektordi dre ar rouedadoù sokial evit displegañ perak eo reizh herveze gober get o yezh evit tremen ar vachelouriezh. Aelig, Jaoua, Nell ha Herri a oa doc’h mikro Aodren Trehin, asambl get ar renerez Celine Meneses.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Korsika emren: 271 depute 'neunt votet evit ar raktres.
Dav 'vo d'ar gargidi diskuliañ an dud dibaper 'ba Sued.
Pemp taliban zo bet degemeret gant Unvaniezh Europa evit komz eus kas ar repuiid Afghan d'o bro en dro.
Ar senedourien Amerikan 'neunt votet evit ma teuio ar soudarded o vrezeliñ ouzh Iran da Stadoù Unaned en dro.
Nullet eo an Ultra trail Marin 'ba Gwened.